Pont an Diaoul
N’eo ket c’hoazh dammstaliet ar penn-enseller Mathias pa vez galvet d’ur pennti distro war an devenn elec’h ma oa bet un dagadenn feulz. Korf ar reuziadez, Helen Jenkins, zo kavet en ur poull don, e foñs un draonienn, er gêriadenn zistro elec’h m’he doa rennet ur bod evit bugale e-pad bloazioù. Mathias a oar n’eo nemet o tiskoulmañ sekredoù an darvoudoù bet c’hoarvezet er bod gwechall e c’hello diluziañ an afer ha dispakañ ar muntrer.