Dianket eo Iwan Thomas. Evit ma chomo distag e anv dezhañ eus an afer, e tiviz Prosser lakaat diskred war Mathias. Dizoloadenn korf ur virourez douaret er c’hoadoù a gas, e-keit-se, skipailh Mathias war roudoù buhez tort un arzour eus ar vro, Lewis John, betek na rofe un alibi evit nozvezh ar muntr. Diouzh he zu e kendalc’h Sian gant he enklaskoù en afer Mathias. Tra m’emañ o wiriañ diskleriadenn un test ‘nije gwelet karr Iwan Thomas, en em gav gant e gorf divuhez e Pont an Diaoul.