Jorjia perlezenn guzh ar C’haokaz

Jorjia perlezenn guzh ar C’haokaz

Teulfilmoù, A-dreuz ar bed, En-dro
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

En ur c’hroashent strategel etre Europa hag Azia emañ Jorjia. Aloubet eo bet gant ar Bersed, Bizañs, an Arabed, an Durked, ar Vongoled hag ar Volcheviked. N’int ket deut a-benn da vougañ nerzh krouiñ ur bobl a eztaol e identelezh kaokaziat dre an dañs hag ar gwiniegi.
Dalc’het eo bet he glad sevenadurel hag arzel dibar gant Jorjia, daoust d’he istor drubuilhet (brezel a oa bet e 2008). Ken pinvidik eo he bevlisseurted hag hini ur c’hevandir a-bezh. Kavell an Homo Georgicus eo ivez, an Europeat kentañ deomp da c’houzout.
Ur vro d’ober anaoudegezh ganti eo Jorjia gant he holl dremmoù. Europeat ha kornôgat eo Jorjia da welet, met kaokaziat eo ivez da vat hag un tamm kreizdouarel ivez gant he laouenidigezh.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Jesus Sanchez RomevaGant Kristof Ar Menn