K03E03 Serr-Noz

K03E03 Serr-Noz

Heuliadoù, Polis, SERR-NOZ, Koulzad 3
brezhoneg : Barrek

Sinopsiz

Goude ur fuzhuilhadeg en ur stal prenañ dour-tan ez a Mathias hag e skipailh da glask war-lerc’h un den skizofren anezhañ. Hennezh, araok ‘vije tapet gant ar polis, ‘neus bet amzer da skrapat e vab hag aet eo kuit gantañ. E-keit-se emañ Powell o tostaat ouzh ar wirionez evit a sell ouzh marv Iwan Thomas. Roet e vez dezhañ gant Gareth, breur Iwan, un teuliad kuzh, ennañ prouennoù a liammfe Prosser d’an drougimplijoù bet e bod bugale Pontarfynach. Tra m’emañ o vont e-unan a di da di, evit kas an enklaskoù war-raok, en em gav Mathias, dre zigouezh, gant an den emañ o klask, armet anezhañ, en un ti-feurm distro.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Ed Talfan