Emañ Cadi hag Owen oc’h enklask war ul liamm etre o afer hag hini marv ur skoliadez, Anna Williams, e oa bet kavet he c’horf-marv daou zevezh goude he diankadenn, e 2005. Daoust d’he eontr, Endaf Elwy, bezañ bet kondaonet evit ar muntr, e krog Cadi da gaout douetañs hag e c’houlenn an aotre da atersiñ anezhañ. Dro wenn a reont o vont da welet rener an daspugnerezh e-lec’h ma laboure Elwy da vare ar muntr. Hag evit luziañ an traoù muioc’h c’hoazh, e tesk Cadi e oa bet kaset afer Anna Williams gant he zad pa oa eñ enseller c’hoazh.