Damzrailhet eo bet Pimpoellig ar vargodenn goad goude bezañ kouezhet er stal c’hoarielloù. Klask ’ra lakaat ar bugel en deus prenet anezhañ da grediñ e ya mat an traoù gantañ.
Met ne ra ket forzh d’ar plac’hig, he holl c’hoarielloù elektronek en-dro dezhi, deus kement-mañ. Ne oar ket Pimpoellig an dra-se…