Koach-koukoug, ne ra ket a zroug
Fellout a ra da Masha c’hoari koach-kougoug, met Michka en deus traoù all d’ober. Koulskoude e oar ne dalv ket ar boan enebiñ hag e asant c’hoari ganti. Evel an darn vrasañ eus ar re vihan e kred da Masha e trawalc’h dezhi goloiñ he daoulagad gant he daouarn da goachañ. Divizout a ra Michka az aio eñ da goachañ neuze, hag e klask al lec’hioù drochañ. Met kavet eo bep tro gant Masha, finoc’h pa rank digoachañ evit pa rank koachañ.