E foar vras Kameled ez eus pichotet gant Arzhur un harnez kozh-nevez koaget-holl hag a ziskouez bezañ, en abadennoù pleustriñ, satanazet gant e berc’henn a gent, ha laouen hemañ o fiñval adarre hag o reiñ e nerzh dreist-natur d’hon deskard ! Hag Arzhur ha dont da vezañ moumoun nevez Ulfin a-benn neuze, siwazh da C’howen, ken a vefe diskuilhet ez eo talvoudoù ar marc’heg tasmant en enep da re Arzhur hag an Daol-Grenn… Hag e korf e harnez ez a da ifern ar bed gant Arzhur !