Hegaset pa wel ne vez ket kemeret e kont e daolioù-kaer e ra Sagremor marc’had gant ur c’hornandon farser eus ar c’hoad a laka anezhañ da vojenn vev : ul lazher jeanted ! Nemet, hag eñ kaset, gant fiziañs-bras, d’en em gannañ ouzh ur ramz kreñv-meurbet hag a ginnig distrujañ Kameled, e vo mil rikouret Sagremor gant mignoniezh divrall e vignoned eus an Daol-Grenn, kavet ganto an tu da reiñ lamm d’ar pezh ramz-se… ha, diaesoc’h c’hoazh, ec’h asantont diverkañ ar c’hur hep e bar-se evit ma teuio pep tra en e reizh en-dro.