War-lerc’h bezañ bet bec’h gant ur pemoc’h-gouez hud eo en em gavet Gowen en ur gempenn fall : bac’het eo e spered e korf ar pemoc’h-gouez, ha kemm-ouzh-kemm. Ulfin hag e wazed az a da zispenn roudoù ar vandenn voc’h-gouez (a zo Gowen unan anezho diwar-vremañ) a zo bet drastet trevadoù ar gouerien ganto… Rankout a raio Arzhur hag e vignoned divac’hañ Gowen ar buanañ ar gwellañ, oc’h en em gavout, war var o buhez, gant an Tourc’h Bras, penn meuriad ar moc’h-gouez hud… Met n’eo ket tamm aes dont a-benn d’en ober e koulz hag e kentel gant ur Gowen-Pemoc’h-Gouez war o chouk…