Arzhur ha bugale an Daol-Grenn
Da heul ur sotoni graet gant Arzhur ha Gwenivar en em gav an Itron Verc’hed etre krabanoù ur roñfl, mennet-mat hemañ da geginañ anezhi a-benn e goan. Pa ne gredent ket anzav o diotaj d’ar Roue pe da Ulfin ez a Arzhur ha Gwenivar war he sikour war-gein Grifon. Pa fell da Wenivar sammañ he c’hiriegezh war he chouk e ra he soñj d’en em reiñ d’ar roñfl en eskemm evit an Itron Verc’hed. Arzhur avat a zo mennet-mat da gavout un diskoulm all… a-benn saveteiñ Gwenivar, an Itron Verc’hed, ha mirout da vezañ pinijet ma c’hell.