Arzhur ha bugale an daol-grenn
Tamallet eo ar roue Uter da vezañ toullbac’het ur voudig. Ma ne vez ket kavet piv en deus kredet ober divalav d’ar bed hud en em savo ar boudiged a-enep an dud. Roet ez eus da c’houzout deomp e oar ar voudig bac’het anv pennhêr Uter, met ne c’hell ket hi hel lavaret da hennezh just a-walc’h. D’ar seller e roer da c’houzout ez eo Arzhur, met hemañ ne oar ket an dra-se. Rankout a raio trec’hiñ war an diaesterioù a-benn degas ar voudig, yac’h ha dibistik, betek al lenn.