E-barzh un ti emzivaded eo bet desavet Laura, asambles gant bugale all a oa e-giz breudeur ha c’hoarezed dezhi. Bloavezhioù war-lerc’h eo prenet an ti-se ganti. Mont a ra d’en em staliañ ennañ asambles gant he gwaz hag he mab Simon, 7 vloaz anezhañ. En soñj emañ ober un ti degemer deus an ti kozh, pa vo bet adkempennet. Buan a-walc’h e kont Simon dezhi deus e c’hoarioù gant e “vignoned” n’eo ket Laura evit gwelet. Tamm-ha-tamm e vez sachet ar vamm ’barzh bed ar paotrig, betek diskuliañ sekredoù koachet mat…