E-pad ur sizhun stajoù pleustrek e-barzh ul lise e kinnig ur c’helenner d’an deskarded un taol-arnod hag a zo e bal deskiñ dezho penaos e c’hell ur rejim « hollveliour » en em staliañ ha mont war-raok. Dre ur c’hoari hag a implij perzhioù an tudennoù e tiwan tamm-ha-tamm ul lusk awenet gant an disiplin ha serret warnañ e-unan. Al lusk-se zo anvet « AR WAGENN ». War-lerc’h an trede devezh ez eo krog studierien zo da skarzhañ ha da heskinat ar re ha n’int ket a-du gante. Dres d’ar mare-mañ, ur wech boulc’het an emgannoù dre ur c’hrogad water-polo e tiviz ar c’helenner da glozañ an taol-arnod. Re ziwezhat eo avat. Deuet eo « AR WAGENN » da vevañ drezi hec’h-unan.