Ar goañv a zo o tont en Iwerzhon. Sean an houadig bihan a zo o vont etrezek ar su gant e re. Pa dremen ur c’harr-nij re dost outañ e kouezh, pennfollet, en dour dindan. Pa n’eo ket bet merzet gant e gompagnuned, a zalc’h gant o beaj, e tiviz an hini bihan talañ ouzh ar goañv.