Takad Norte Chico, war aodoù-kreiz ar Perou, a zo anezhañ unan eus ar c’hwec’h lec’h bet renablet evel kleuzeurioù sevenadurezh, er bed a-bezh. Met peseurt mod oa bet krog an traoù ?
Arkeologourien a zo a soñj dezho he dije gellet ar sevenadurezh-se mont war-raok a-drugarez d’ur bevañs diwar vor, kentoc’h eget diwar labour an douar. Enebiezh zo bet gant arkeologourien all o deus kinniget ur vartezeadenn gontrol : pouez an takadoù labour-douar eo a vije bet dioutañ da gentañ, produktourien kotoñs en o zouez hag evit brasañ niver anezho.
Start eo krennañ an traoù, rak pa ‘z eus ezhomm eus kotoñs evit gwiadiñ ar rouedoù pesketa, ez euz ezhomm da gaout pesked ivez evit magañ al labourerien-douar. Neuze ‘ta, petra voe da gentañ gant Norte Chico, vi pe labous ?