Piv eo an den en tu all d’ar vojenn ? Ur skouer eo Nelson Mandela. Un haroz. Un arouez. Nebeut int, e-mesk mistri bras ar bed, a vez kap da cheñch red an istor. Er broioù war ziorren eo bet merket kentañ lodenn an 20 vet kantved gant Gandhi hag e stourm, hag an eil lodenn gant Mandela. Mesket eo buhez hemañ, da vat ha da viken, gant istor kriz ur vroad o stourm evit he frankiz, gant istor ur c’hevandir treboulet spontus a-hed an 20vet kantved.