Koulzad 3, Merc'her Beure, Heuliadoù, PolisDistabilaet eo Faith gant distro he mamm en he buhez, pa vez honnezh o tispakañ c’hoantoù n’eo ket evit asantiñ dezhe. Ur stourm ingal eo delc’her gant buhez ar pemdez ha gellet gwelet sklaer peseurt mod difenn dazont Osian yaouank. Un disamm eo e vefe Lisa en he c’hichen ingal, padal e vez-hi o stourm ouzh he darempred diyac’h gant an alkool. Deus e du e vez Evan o sellet pizh ouzh kement tra a vez e wreg oc’h ober.