En ur bed da zont a vo anezhañ a-barzh pell ez eo posupl priziañ personelezh ha don donañ spered pep hini. Ha rakwelet barregezhioù an danvez torfedourien ‘z eus tu da ober zoken. Ober ‘reer eus an hollad titouroù-se « ar feur torfediñ ». Ma ‘z a feur torfediñ unan bennak dreist ar roudenn e vez lakaet harz warnañ kerkent, pe gwashoc’h c’hoazh, e vez diskaret e anv al lezenn. Sed aze kefridi tud ar Surentez Foran : ar boliserien-se a ra gant un arm ‘reer ar Mestronier dioutañ, pa ‘z eo gouest da zielfennañ raktal kement feur torfediñ a zo ha pa’z eo mestr war buhez an hini ‘vez buket warnañ. Setu ar pezh vo dizoloet gant Akane Tsunemori, a zo paouez bezañ anvet e Brigadenn an Torfedoù…