Skodeget eo Sara gant ar pezh en deus Dygi diskuliet dezhi. Dre m’he deus Sara da dalañ ouzh dilerc’hioù ar gwallzarvoud, n’he deus ket amzer da argilañ kement-se ha da ziskoulmañ an enkadenn nevez-se. He buhez kent ‘zo o flekañ tamm-ha-tamm ha Sara en em gav dianket penn-da-benn. An dorn vo roet dezhi pa ne oa ket o c’hortoz netra ken digant den : dorn ar mignoniezh an hini vo. Met pa vo diskleriet ar setañs da vat, ha da zigablus vo lakaet Sara ? Ha daoust e vo ret dezhi en em zigareziñ peotramant e kollo da pep tra da viken ?