Ar c’hentañ gweled
Er pelloù, en un ti bihan e-kichen an hent-houarn, emañ ur plac’hig bihan anvet Masha o chom. Birvilh hag entan enni forzh pegement, ken n’eo ket al loened tro-dro evit c’hoari ganti hag e klaskont mont diwar he zro. Erru skuizh, e tiviz un deiz mont er c’hoadoù hag e kav eno un tiig koant. Ti Michka eo. Pa zistro hemañ goude e abadenn pesketa, ez eus freuz ha reuz en e di. Bet eo ar plac’hig o lammat-dilammat war e wele ! E seizh gwellañ a ra Michka evit en em zizober diouzh e gouviadez hegasus. Ur wech deuet a-benn e krog da nec’hiñ, p’en deus dilezet anezhi er c’hoadoù. Mont a ra da glask war-he-lerc’h, araok kavout anezhi en e di en-dro.