Arzhur ha bugale an Daol-Grenn
Diskred en deus Uter war e amezeien da laerezh e bourvezioù boued. Neuze e ra e soñj da aloubiñ o rouantelezh ! Met kavet gant Gowen ez eo e gwirionez ur strollad kouerien emsavet az a da laerezh boued diouzh Kameled evit gounit arc’hant. E soñj a ra d’ober un dra bennak e-unan-penn, met skrapet eo ; ha ret-mat d’e vignoned hanteriñ neuze… Met tapet int d’o zro ivez. Gwenivar avat a zeu a-benn da gendrec’hiñ Ulfin d’he sikour en he zaol-esae da saveteiñ he mignoned, ha pourvezioù boued Kameled ouzhpenn.