Description
1941. Disheñvel krenn eo ar bed diouzh an hini a vez deskrivet en hol levrioù Istor. Napoléon V eo a ren e Bro C’hall. Eno, evel e pep lec’h dre ar bed abaoe dek vloaz ha tri-ugent, ez a ar skiantourien diwar-wel en un doare kevrinus hag e rank an dud ober hep an ijinadennoù pennañ. Ne ouiont ket diouzh ar skingomz, ar skinwel, an tredan, ar c’heflusker dre darzh na diouzh ar c’hirri-nij. Stanket eo ar bed, evel kousket e gouiziegezhioù an XIXvet kantved, gant teknologiezhioù dibaseet ha dindan ren ar glaou hag ar vapeur. Er bed iskis-se eo ez a ur plac’h yaouank, Ebrel he anv, da glask war-lerc’h he zud, ur c’houplad skiantourien aet diwar-wel. Hag asambles ganti ez a Darwin, he c’hazh gouest da gomz, ha Julius, paotr ar straedoù. Ouzh dañjerioù ha kevrinoù ar bed kemmet-se e ranko talañ an triad. Gant piv e vez skrapet ar skiantourien abaoe dekvedoù ? Ha gant peseurt gwall bal ?