“ASTERIKS HA KLEOPATRA” & “12 LABOUR ASTERIKS” DVD DOUBL

Distaol!

5,00 

Category:

Description

ASTERIKS HA KLEOPATRA

N’eo ket Kleopatra evit gouzañv evezhiadennoù disprizius Jul Kaezar : savadur meur ebet n’eo bet savet e bro Ejipt abaoe ar piramidoù, a embann an impalaer roman. Nekeresis, ti-savour ar Rouanez, en deus tri miz da sevel ar c’haerañ palez zo. N’eo ket kalz, dreist-holl pa rank talañ ouzh tagadennoù ar Romaned ouzhpenn. Se zo kaoz e tiviz goulenn sikour digant Panoramiks, e vignon a gozh, hag e zied-hud. Un digarez da Asteriks hag Obeliks da zont da reiñ an dorn…

12 LABOUR ASTERIKS

Er bloaz 50 araok J-K. Dalc’het eo Galia gant ar Romaned war bouez ur gêriadennad a stourm, c’hoazh hag adarre, ouzh an alouberien. Goude bezañ klevet  e oa galloudoù gwir zoueed d’ar C’halianed disuj-se, e tiviz Jul Kaezar daeañ anezhe. Asteriks hag Obeliks a ranko neuze talañ ouzh daouzek amprouenn.

Ma teuont a-benn anezhe, en deus touet Kaezar ez aio kuit hag e roio e c’halloud d’o ziern Berrevrec’hiks. Met ma c’hoarvezh gante c’hwitañ warne, e c’houzañvint fulor Kaezar.