Tri bloaz ‘zo, pa veze hi perzh eus ur strollad sonerezh anvet Amalgam, e oa bet kaset Yayoi Kunizuka d’ur greizenn-derapiezh tra-penn d’he FsikoPass a oa erru teñvaloc’h. Kôgami (a oa enseller c’hoazh d’an ampoent) ha Ginoza a oa bet o c’houlenn ganti sikour anezhe da-geñver un enklask e Kitazawa, ur c’harter ma kustume Yayoi soniñ ennañ, rak kuzhat ‘raje eno strolladoù rebelled.