Evel ur seblant e teu afer kozh ar plouzer krec’hen da sorc’henniñ tud Brigaden an Torfedoù pa’z eus bet kavet korf marv ul liseadez eus ar skol Ôso ‘kreizig-kreiz ul liorzh-kêr. Dre m’eo heñvel mat an afer nevez-mañ ouzh an hini oa bet dioutañ tri bloaz ‘zo e ra e soñj an enseller Ginoza dizornañ Kôgami eus an enklask. Ne vir ket ouzh Kôgami a gelaouiñ Akane war-benn ar pezh a oar. Gantañ ez eus kaoz eus unan bennak, anvet Makishima….