Abrakadabri, un, daou, tri
Glav pil a ra ha prest eo Michka da lenn ul levr, asur ken ez eo ne zeuio ket Masha gant an amzer vrein. Met prestik en em gav ar plac’hig koulskoude. Gant ar c’hoant kenderc’hel da lenn e peoc’h e tiviz Michka reiñ ur vouest hudouriezh dezhi. Kerkent e krog Masha d’ober a bep seurt troioù ganti. Hag ur soñj kaer e oa ?