LUCKY LUKE DVD DOUBL “DAISY TOWN”&”GWERZ AR RE DALTON”

Distaol!

5,00 

Category:

Description

“Gwerz ar re Dalton”

Krouget eo bet Henry, eontr ar re Dalton. E holl vadoù zo bet lezet d’e heritourien goude e varv. Evit kaout an heritaj e rank ar re Dalton lazhañ holl izili ar juri hag ar barner o doa kondaonet an eontr Henry. Goulennet en deus e vefe evezhiet al labour gant Lucky Luke evit bezañ sur ma vo graet mat. An den a fiziañs nemetañ bet anavezet gantañ. Ma vez graet kazeg gant ar re Dalton e yelo arc’hant Henry Dalton da vadoberoù. Joe a ro e c’her da Lucky Luke en do ul lodenn eus an hêrezh ma ra al labour. Asantet e vez gant Lucky Luke…

“Daisy Town”

En em gavout a ra Lucky Luke hag e varc’h feal Jolly Jumper e kêr Daisy Town. Spontet e vez tud ar gêr gant forbaned a bep seurt a glask lazhañ Lucky Luke er saloon. Diskouez a ra dezho bezañ tenner fonnusañ ar c’hornôg. Ar c’how­boy deut d’o sikour a vez anvet da sherif gant an annezidi dinec’het. Nebeut amzer goude e teu ar vreudeur Dalton da laerezh en holl stalioù ha da zegas reuz adarre. Joe a fell dezhañ mont da vaer ha Jack da sherif. War ziwall emañ Lucky Luke !