Arzhig du | BreizhVOD

Didostait ta ! Arzhig du o tont ! Troioù-kaer bevet gant Arzhig du, en un endro tener ha livet kaer. Bevañ a ra an holl vareoù pouezus a vez e buhez ar vugale : mignoniezh, levenez bihan pe vras, ar mareoù kentañ hag an eürusted er familh. Istor ur bugel etre 2 ha 5 bloaz er vuhez pemdez evel m’eo bet biskoazh, o tegas barzhoniezh ha mareoù brav da rannañ gant ar sellerien.