Degemer mat war hol lec’hienn VOD e brezhoneg renevesaet !

Sed aze trede stumm BreizhVOD ken talvoudus evit ar re goumanantet pe evit an implijerien diouzh ar goulenn. Labouret hon eus stank er mizvezhioù diwezhañ a-benn kinnig ul lec’hienn a vo gwelloc’h hag aesoc’h an implij deoc’h.

Degaset hon eus kemm d’an dezign, pinvidikaet hon eus an danvez, chañchet hon doare da ginnig hon oberezhioù… n’eus ket kalz tra hag a zo chomet evel ma oa ! Ul lec’hienn a-vremañ hon eus bet c’hoant da ginnig deoc’h ; eeunoc’h ivez a-fed implij evit ma c’hellfec’h kaout buan hag aes ar pezh a fell deoc’h.

Lorc’h zo ennomp neuze diskouez hol labour deoc’h, a-drugarez d’ur c’henlabour kaset da benn gant an Ajañs Zip/BeAble  ha Tan-ki (Webdezign)