K01R19_Ti alaouret Samarkand – Cassandra | BreizhVOD
K01R19_Ti alaouret Samarkand – Cassandra
K01R19_Ti alaouret Samarkand – Cassandra Koulzad 1 Corto Maltese, Corto Maltese, Tresadennoù-bev, Heuliadennoù tresadennoù-bev
Âge : +14
Breton : Live etre

Synopsis

Dont a ra Corto Maltese war wel e kreiz ar meurvor Habask, un nebeut mizioù araok na zigorfe ar C’hentañ Brezel Bed. Lod eo Corto, asambles gant Raspoutine, e bandennad klaskerien-chañs ar Manac’h, un dudenn gevrinus a guzh dalc’hmat he bizaj… Karib, Guyana, Brazil, Amazonia, darvoudoù e-leizh evit Corto a vez o sikour ar beizanted-sklaved da gas ar berc’henned vras d’an traoñ, a gej ouzh an Indianed koazerien bennoù, a skoazell ur galeour d’en em veñjiñ, a glask un teñzor… An holl draoù-se evit skoazellañ ur paotr yaouank da adlkemer aferioù e dad ha da adkavout e c’hoar guzh. Dre chañs e vo heñchet Corto gant Beg Alaouret. E 1915 emañ Corto en Europa, e-kreiz ar brezel. Paket eo dindan hoal ur vaouez dañjerus ha diskar a ra ur rouedad spierien. E Sette Casoni e ra war-dro laerezh teñzor rouatelezh Montenegro evit ar Republikaned… E Stonehenge e huñvre Corto e tudennoù mojennel… Kregiñ a ra an istor e miz Kerzu 1921 e Rhodes, evit echuiñ e miz Gwengolo 1922 war an harzoù etre Afghanistan hag an Indez. Emañ Corto war glask teñzor ar roue persan Cyrus II, bet kuzhet gant Alesant Veur, un digarez evit mont da zieubiñ ar prizoniad Raspoutine. D’en ober e treuzo teir Stad nevez krouet : Republik Turkia, an Unaniezh soviedel hag Iran Reza Pahlavi

More information
From Pascal Morelli
Detektiñ : Arno Vannier
Kemmeskañ : Jean Michel Boceno