E stumm DVD : kinniget e doare DVD doubl "12 Labour Asteriks + Asteriks ha Kleopatra" nemetken
N'eo ket Kleopatra evit gouzañv evezhiadennoù disprizius Jul Kaezar : savadur meur ebet n'eo bet savet e bro Ejipt abaoe ar piramidoù, a embann an impalaer roman. Nekeresis, ti-savour ar Rouanez, en deus tri miz da sevel ar c'haerañ palez zo. N'eo ket kalz, dreist-holl pa rank talañ ouzh tagadennoù ar Romaned ouzhpenn. Se zo kaoz e tiviz goulenn sikour digant Panoramiks, e vignon a gozh, hag e zied-hud. Un digarez da Asteriks hag Obeliks da zont da reiñ an dorn...