Penaos lakaat e anv war BreizhVOD

Da gentañ-penn e rankit krouiñ ho kont. Kit war "Ma c'hont" ha skrivit ar pezh a zo ret : anv, raganv, chomlec'h, chomlec'h mail, deiziad ganedigezh, identelezh ha ger kuzh. Mard eo bet krouet ur gont en araok ganeo'h, skrivit ho identelezh hag ho ker-guzh.

Goude-se e rankit dibab ar film 'peus c'hoant da c'hourc'hemenn.

Dibabit an doare da sellet ouzh ar film : feurm, pellgargañ, DVD pe alc'hwez USB.

Kit da welet ho panerad.

 

Evit ar re o deus dibabet ar feurm pe ar pellgargañ :

Gortozit 1 vunutenn pe 2, amzer ma teuio al liamm war wel en ivinenn "Rentañ-kont ho kourc'hemenn"

Klikit war al liamm a-benn pellgargañ ar film pe sellet outañ e doare "streaming"

Heulit an doareoù da baeañ dre al lec'hienn. Klikit war liamm ar film bet dibabet ganeoc'h

... ha plijadur deoc'h !

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.