Piv omp ?

Ul lec'hienn gouestlet d'ar Video diouzh ar goulenn eo BreizhVOD. Kinnig a reomp a bep seurt oberezhioù kleweled, da lavaret eo filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù pe seriennoù ha kement tra e brezhoneg. Oberezhioù advouezhiet e-leizh a zo met ivez oberezhioù bet produet war-eeun e brezhoneg.

Pal BreizhVOD 'zo - abalamour da se eo anvet hor lec'hienn e mod-se - bodañ. Kavout a reot neuze oberezhioù o tont deus tiez-produiñ liesseurt.

Meret eo BreizhVOD gant ar gevredigezh Dizale. Pal ar gevredigezh-mañ zo diorren ar c'hleweled e brezhoneg hag evit kas ar gefridi-mañ da benn e vezomp skoazellet gant Kuzul rannvro Breizh, gant Kuzul meur Penn-ar-Bed hag gant Ar Redadeg. Ezel eo ivez Dizale deus Produet e Breizh.

Dont a ra an oberezhioù kinniget war BreizhVOD deus meur a di-broduiñ : Dizale, Gwengolo Filmoù, JPL Films, Kalanna, Lionel Buannic Krouiñ, Lyo Productions, Plurielle Productions ha Pois Chiche Films. Spi hon eus kavout re all diwezhatoc'h...

A wir galon ganeoc'h,
Skipailh BreizhVOD

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.