35€ = 3 DVD !
O kampiñ ez eus ur sorserez jentil hag he c'hazh, e-kichen ul lenn. Dorloiñ a ra laouen ar sorserez ur meskaj hud gant ar pezh bet kavet ganti tro-war-dro. P'emañ oc'h ouzhpennañ tokoù-touseg ruz e-barzh ar chaodouron, e krog hennezh da zic'hlannañ, ha tarzhañ a ra ar meskaj-hud kerkent ! 'Blam d'an trouz e tihun un aerouant a oa kousket er biojoù.
-------------------------------
O vale emañ ul logodennig e-barzh koadoù du-pod. En em gavet a ra gant ul louarn, un toud hag ur sarpant, hag a gav dezhe ez afe-hi d'ober ur pred a-feson. Pedet eo da gaout he merenn gante, pep hini d'e dro. Met fin-kaer eo al logodennig, ha kontañ a ra dezhe he deus emgav gant ... ur Groufalo !
Petra 'ta eo ur Groufalo ?
Kamm eo e ziskouarn, ur wenaenn vil zo gantañ war e fri, skilfoù lemm en deus ha dent ken lemm all. Spontus, neketa ? Padal ez eo gantañ he deus emgav al logodennig. Mont a rafec'h asambles ganti ?
-------------------------------
En ur vougev e don ar c’hoadoù emañ ar Groufalo o chom gant e vab. Mab ar Groufalo a fellfe dezhañ mont er-maez ha profitañ, met difennet groñs eo dezhañ : teñval-tre eo ar c’hoad hag eno e c’hellfe en em gavout gant al Logodenn Vil Vras !
Un nozvezh, tra ma roc’he ar Groufalo, erc’h stank a gouezhe hag avel garv a c’hwezhe, ez eas mab ar Groufalo, dispont, e-barzh ar c’hoad don, war roudoù al logodenn hollvrudet.