MONT EN-DRO

Ul lec'hienn Video diouzh ar goulenn reizh da-geñver ar gwir eo BreizhVOD.

Ezhomm 'po deus un urzhiataer ha deus ar rouedad a-benn sellet ouzh ur video.
Dibabit un doare da brenañ :

- Ar feurm doare "streaming" a-benn sellet ouzh ur video nouspet gwech e-pad 48 eurvezh

- Ar "pellgargañ" da vat ha da viken a-benn sellet ouzh ur video nouspet gwech ha pa garot. Ur wech pellgarget ho film, kit da welet e-barzh "ho kourc'hemennoù". Chom a raio ho video amañ keit ma ne vo ket pellgarget ganeoc'h.

- Ar gourc'hemenn DVD moullet diouzh ar goulenn ha kaset dre an ti-post.

- Ar gourc'hemenn USB a ro an tu deoc'h da gaout ho oberenn war un alc'hwez USB, merket gant logo BreizhVOD

- Koumanantiñ d'ar sistem BreizhVOD+ a ro ar gwir d'an implijer da lenn un oberenn e memes doare hag ar feurm hag a dalvez keit ha ma pado ar goumanant.

Penaos implij an istitloù ?

- Mard eo bet dibabet ganeoc'h feurmiñ ur film (streaming) e rankit klikañ war ar boutonig anvet "cc" ur wech boulc'het lennadenn ar film. Kavout a reot ar boutonig-mañ e traoñ ha war an tu dehoù deus ar fichenn video.

- Mard eo bet dibabet ar pellgargañ ganeoc'h e vo kinniget deoc'h ivez da bellgargañ fichennoù "srt" ("_fr" evit an istitloù e galleg ha "_bzg" evit ar re e brezhoneg). Implijit neuze ar oellad anvet VLC a-benn sellet ouzh ho film gant an istitlo

- Evit un DVD eo aesoc'h c'hoazh. Kinniget 'vo deoc'h an dibab istitloù a-raok kregiñ da sellet ouzh ho film.

PENAOS DIBAB UR VIDEO ?

Meur a zoare a zo evit kavout ur video : furchit war al lec'hienn (meur a ivinenn a zo evel : tresadennoù-bev, teulfilmoù,...) pe skrivit anv un oberenn war an enklasker kinniget war al lec'hienn pe c'hoazh tremenit dre rakdibaboù BreizhVOD (oberezhioù muiañ gwerzhet, ...).

Sellit ivez ouzh fichenn ur video ha mard oc'h plijet ganti, dibabit anezhi, ha da c'houde dibabit an doare da sellet (feurm, pellgargañ pe DVD) ha kit da welet en ho panerad prenadennoù ar pezh a vo tu deoc'h sellet.

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.