Penaos emezellañ da vBreizhVOD+

Da gentañ-penn e rankit krouiñ ho kont. Kit war "Ma c'hont" ha skrivit ar pezh a zo ret : anv, raganv, chomlec'h, chomlec'h mail, deiziad ganedigezh, identelezh ha ger kuzh.Mard eo bet krouet ur gont en araok ganeo'h, skrivit ho identelezh hag ho ker-guzh.

Goude-se e rankit dibab an doare koumanant "BreizhVOD+".

5,99 € dre viz => Koumanant miziek
59,99 €/an => Abonnement annuel
199 € dre vloaz => Koumanant evit an aozadurioù (skolioù, kevredigezhioù,...)

14,99 € evit 4 mizvezh => Priz evit dizoleiñ e plas ur priz a vije bet par da 23,96 €

 

Dibabit da c'houde un doare da baeañ :

a/ Pe dre chekenn (koumanant evit ur bloavezh, evit 4 mizvezh da neubeutañ)

b/ Pe dre baemant miziek dre gartenn chlas (koumanant miziek a c'hellit klozañ gantañ pa garit).

Mar dibabit ar paemant dre chekenn e vo roet an aotre da sellet kement film a zo war BreizhVOD deoc'h, ur wech degemeret ar chekenn ganeomp.

Mar dibabit ar c'houmanant miziek, e rankit paeañ dre ur gartenn vank. Implijet e vez ar sistem Citélis ganeomp, dalc'het gant ar CMB. Roet e vo an aotre da sellet ouzh kement film zo war BreizhVOD kerkent ha klozet ar paemant. Ret e vo deoc'h digevreañ diouzh ho kont ha kevreañ en-dro diouzhtu warlerc'h. Dont a raio al logo BreizhVOD+ da vezañ orañjez hag a-benn neuze e talvezo e vioc'h aotreet da sellet ouzh 'neus forzh peseurt film kinniget gant BreizhVOD+ e doare streaming.

Dibabit ur film... ha plijadur deoc'h !

Penaos chom a-sav gant ho koumanant

Kit da welet ho kont

Klikit war : "Klozañ a ran ma c'houmanant"

A-benn 48 eurvezh, e vo klozet ho koumanant da vat ganeomp.

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.