Peseurt dafar a rankan kaout a-benn implij BreizhVod ?

Ret eo deoc'h bezañ kennasket ouzh internet a dizh bras (ADSL) ha kaout un urzhiataer a-benn implij BreizhVod.

A-fed urzhiataer ez eo gwelloc'h kaout ur Pentium 3 (da lavaret eo adalek ar bloavezh 2003) ha Microsoft SP 2 pe muioc'h. Evit ar re a implij Apple, ez eo gwelloc'h kaout ar sistem Mac OS 10.4 (adalek ar bloavezh 2005) pe gwelloc'h.

Un ergerzher Web nevez awalc'h (bloavezh 2011) zo ret ivez evel Firefox, Chrome, Safari, Internet Explorer 9,...

Dont en-dro

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.