Hag an istitloù ?

An darn vrasañ deus an oberezhioù kinniget war BreizhVOD zo kinniget e brezhoneg nemetken hep an istitloù. Evit programoù zo avat e vez kinniget deoc'h un dibab a istitloù galleg pe brezhoneg. Deoc'h da zibab ...

Penaos implij an istitloù ?

- Mard eo bet dibabet ganeoc'h feurmiñ ur film (streaming) e rankit klikañ war ar boutonig anvet "cc" ur wech boulc'het lennadenn ar film. Kavout a reot ar boutonig-mañ e traoñ ha war an tu dehoù deus ar fichenn video.

- Mard eo bet dibabet ar pellgargañ ganeoc'h e vo kinniget deoc'h ivez da bellgargañ fichennoù "srt" ("_fr" evit an istitloù e galleg ha "_bzg" evit ar re e brezhoneg). Implijit neuze ar poellad anvet VLC a-benn sellet ouzh ho film gant an istitloù. Ur wech digor ar video gant VLC, kit war "video" ha da c'houde war "Piste de sous-titre" ha dibabit "Piste 1" pe "Piste 2" hervez ar yezh 'peus c'hoant da lenn.

- Evit un DVD eo aesoc'h c'hoazh. Kinniget 'vo deoc'h an dibab istitloù a-raok kregiñ da sellet ouzh ho film.

Dont en-dro

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.