En em gavout a ra Lucky Luke hag e varc’h feal Jolly Jumper e kêr Daisy Town. Spontet e vez tud ar gêr gant forbaned a bep seurt a glask lazhañ Lucky Luke er saloon. Diskouez a ra dezho bezañ tenner fonnusañ ar c’hornôg. Ar c’howboy deut d’o sikour a vez anvet da sherif gant an annezidi dinec’het. Nebeut amzer goude e teu ar vreudeur Dalton da laerezh en holl stalioù ha da zegas reuz adarre. Joe a fell dezhañ mont da vaer ha Jack da sherif. War ziwall emañ Lucky Luke !