Ebrel hag ar bed kemmet
Ebrel hag ar bed kemmet Tresadennoù-bev, Filmoù bevaat hir
Oad : +12
Istitloù : brezhoneg, galleg
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Evit abegoù gwirioù skignañ n’eus ket tu ken feurmiñ ar film. Kavout a reoc’h an DVD e werzh war hor stal : https://www.breizhvod.com/br/product-category/dvd-br/

1941. Disheñvel krenn eo ar bed diouzh an hini a vez deskrivet en hol levrioù Istor. Napoléon V eo a ren e Bro C’hall. Eno, evel e pep lec’h dre ar bed abaoe dek vloaz ha tri-ugent, ez a ar skiantourien diwar-wel en un doare kevrinus hag e rank an dud ober hep an ijinadennoù pennañ. Ne ouiont ket diouzh ar skingomz, ar skinwel, an tredan, ar c’heflusker dre darzh na diouzh ar c’hirri-nij. Stanket eo ar bed, evel kousket e gouiziegezhioù an XIXvet kantved, gant teknologiezhioù dibaseet ha dindan ren ar glaou hag ar vapeur. Er bed iskis-se eo ez a ur plac’h yaouank, Ebrel he anv, da glask war-lerc’h he zud, ur c’houplad skiantourien aet diwar-wel. Hag asambles ganti ez a Darwin, he c’hazh gouest da gomz, ha Julius, paotr ar straedoù. Ouzh dañjerioù ha kevrinoù ar bed kemmet-se e ranko talañ an triad. Gant piv e vez skrapet ar skiantourien abaoe dekvedoù ? Ha gant peseurt gwall bal ?

PRENAÑ AN DVD

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Christian Desmares, Franck EkinciGant Jean-Mari Ollivier, Jean-Yves Kervarc’hec, Jil Penneg, Kaou Langoët, Klet Beyer, Kristof Ar Menn, Laors Skavenneg, Line Calvez, Loeiza Beauvir, Lors Jouin, Mai Lincoln, Manu Mehu, Marion Gwenn, Nolwenn Korbell, Quentin Morvan, Riwal Kermarreg, Sarah Floc’h, Tangi Daniel, Tangi Merien, Tangi Simon, Tony Foricheur, Tunvezh Glawgenn, Yann-Herle Gourves, Ylva Fowler
Detektiñ : Arno Vannier
Ren arzel : Laors Skavenneg
Enrollañ : Jean Mari Ollivier
Kemmeskañ : Jean Mari Ollivier