“Hasta la vista baby”…Terminator 2 : Ur film leun a efedoù izpisial skrijus. An eil film er rummad « terminator » a zo an hini gwellañ hervez ar re a blij dezho ar c’homedian genidig a vro-Austria, Arnold Schwarzenegger.
E 2029, goude ma ne oa ket deut a-benn da lazhañ Sarah Connor, e kaso Skynet, penn-meur ar mekanikoù, un Terminator e stumm nevez da bunañ an amzer : an T-1000 ‘ranko lazhañ John, mab Sarah, ‘raok n’afe da benn-meur ar stourmerien umen. Setu ma tivizo John programmiñ ur siber-den all, an T-800, da wareziñ anezhañ e 1995, pa ne oa ‘ken trizek vloaz. Pehini eus an daou D/Terminator a gavo John Connor da gentañ ? Aze ‘mañ an dalc’h… a bouezo kement war tonkad an Deneliezh.
Terminator 2: Judgment Day (pe T2) a zo ur film skiant-faltazi amerikan bet sevenet gant James Cameron ha deuet er-maez er Stadoù-Unanet d’an 3 a viz Gouere 1991. Ennañ e c’hoari Arnold Schwarzenegger, Robert Patrick, Linda Hamilton hag Edward Furlong. Pa’z eo deuet er-maez e voe brudet a-drugarez d’an efedoù ispisisal a gaver ennañ : teknik ar morphing a voe implijet kalz ennañ.