Lammoù kalon…ist gal

Lammoù kalon…ist gal

Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Lammoù kalon e Palestinia

Kaset e vezer e-kreiz ur c’hefridi skoazell e Palestinia gant Riwana, ur studierez war ar medisinerezh a ya da heul daou vedisin eus Brest, Dominique Le Nen ha Jean Branellec. Surjian ortopediour eo an eil, anesteziour eo egile, mont a reont o daou ingal, da dremen un nebeut sizhunvezhioù pep bloaz, evit skoazellañ ezhommeien ar broioù all pa vez ar gumuniezh etrebroadel o sellet e-kichen.
En teulfilm-mañ e heulier anezho en Ospital Khalil Suleiman e Jenin, just e-kichen ur c’hamp repuidi palestinat a voe adsavet goude bezañ bet peurzistrujet gant arme Israel e 2002.
Un emgav gant Palestiniz eo ivez, en o buhez pemdez hanter-hent etre peoc’h ha brezel.

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Mikael Baudu