Ar Gyrgyzed
Ar Gyrgyzed Teulfilmoù, A-dreuz ar bed
brezhoneg : Live etre

Sinopsiz

Miliadoù a vloavezhioù zo e vez pobloù war vale o vevañ er menezioù, e kreiz Azia. Mont a reont war varc’h, da heul ar c’houlzoù-amzer. Etre miz Even ha miz Here e kuita an Dchabaned, mesaerien gyrgyz anezhe war varc’h, o c’hêriadennoù da gas o zropelloù d’ar peurajoù war an uhel. Nozvezhioù ’vezont o kousket dindan an “djailoo”, an doare teltennoù o deus bet graet gante a-viskoazh.

Gant ar c’hoarioù war varc’h e ambuz an Dchabaned o amzer, ha lorc’h enne o tiskouel o barregezhioù. Da vare ar festoù aozet gante ’c’h eo degadoù a varc’heien a gemer perzh er c’hoarioù a-stroll-se. An “odarich”, da skouer, eo bet Arzimat o teskiñ, un doare emgann war varc’h ma laka an eil kenstriver, gant nerzh e zorn ’metken, egile da gouezhañ. Guichat, deus he zu, ma faot dezhi chom dizimez, ec’h eo ret dezhi bezañ trec’h er c’hoari “kyzkumai” (“chaseal ar plac’h”), pa gemer perzh ar varc’heien yaouank ennañ a-benn kavet ur plac’h da eureujiñ…

Muioc'h a ditouroù
Savet gant Didier FassioGant Erell Beloni