Rakgêr

An divizoù gwerzhañ hag implijout hollek amañ skrivet zo o fal termeniñ an doareoù ha divizoù gwerzh lakaet e pleustr gant BreizhVOD ha BreizhVOD+. Kinnig a ra BreizhVOD d'e sellerien ha dre hanterouriezh al lec'hienn-mañ, ur renabl programmoù klewelet (anvet "Ar Programmoù") a-drugarez d'ur servij video diouzh ar goulenn a ro ar gwirioù da sellet ouzh ur programm war ur prantad amzer termenet pe didermen. Kinnig a ra ar servij BreizhVOD+ ur sistem feurmiñ filmoù hollek dre goumanant.

Ar programmoù kinniget zo ar re a vez gwelet el lec'hienn nemetken. BreizhVOD ha BreizhVOD+ a c'hell tennañ programmoù eus ar renabl kinniget el lec'hienn pa gar.

Peurreizh e-keñver ar reolennoù e talvoud evit ar pellwerzhañ dre Internet eo an divizoù hollek-mañ, en o zouez ar melladoù L 111-1, L 113-3, L 121-18 hag ar re all war o lerc'h eus Kod ar Beveziñ ha melladoù 1369-1 ha 1369-2 er C'hod Keodedel, bet kemmet pe lakaet gant al lezenn niv. 2004-575 eus an 21 a viz Even 2004, he fal reiñ fiziañs en armerzh niverel.

Ren a ra an Divizoù Gwerzhañ Hollek-mañ ar servijoù kinniget dre hanterouriezh al lec'hienn www.breizhvod.com nemetken.

1 Tachenn Implij

Ret eo lenn an Divizoù Gwerzhañ Hollek-mañ penn-da-benn evit gellet implij ar servij Breizhvod hag asantiñ anezho en o fezh.

Talvezout a ra neuze e asant implijer al lec'hienn-mañ an Divizoù Hollek Gwerzhañ en o fezh kerkent ha ma vez o c'hourc'hemenn ur programm kleweled pe pa gas un evezhiadenn pe un ali war ur programm bennak.

Kement diviz degaset ganeoc'h ha na vefe ket diouzh hor re ne vo ket asantet nemet ha diskleriet e vefe bet ganeomp dre skrid e c'hall bezañ lakaet da dalvezout.

Forzh pegoulz e c'hallimp cheñch an divizoù gwerzhañ-mañ gant ma lakaimp ar cheñchamantoù-se war-wel en hol lec'hienn. D'an implijer an hini eo da vont ha da lenn kement chañchamant bep tro ma ra ur gourc'hemenn.

2 Piv omp ?

Kinniget eo Breizhvod ha BreizhVOD+ gant

DIZALE

Saez sokial : 1, straed ar Baradoz - 29 000 KEMPER

Ur gevredigezh diskleriet d'an isprefeti e Kastellin an 12 a viz Du 1998 eo Dizale

Niverenn SIRET 43953699600028

3 Divizoù ret a-benn prenañ

Ret eo d'an implijer bezañ 18 vloaz da nebeutañ ha bezañ aotreet gant al lezenn pe bezañ e-kerz un aotre digant e gerent evit gourc'hemenn un oberenn el lec'hienn.

A-raok pep gourc'hemenn e aliomp hor pratikoù da deurel ur sell ouzh ar rubrikenn "Penaos implijout Breizhvod" ha gwiriekaat e c'hell implijout ar pezh a ginnigomp war Breizhvod gant e urzhiataer.

Kement gourc'hemenn eus ur programm pe eus meur a brogramm a rank tremen dre grouidigezh ur gont personel ha stag ouzh Breizhvod. Ret eo neuze d'ar pratik digeriñ ur gont hag a vo lakaet e pleustr kerkent ha ma vo skrivet un "anv" hag ur "ger kuzh" dibabet gantañ. Bez‘ e c'hello ar pratik cheñch kement titour zo war e gont pa garo.

E ken kaz en dije ar pratik disoñjet ar ger kuzh, e c'hello goulenn ma vefe kaset dezhañ en-dro dre bostel.

Evit krouiñ ur gont e ranker leuniañ ar follenn enskrivañ niverel. Kadarnaet 'vo an enskrivadur war Breizhvod ha krouidigezh ar gont dre ur postel kaset d'an danvez pratik.

Atebek eo ar pratik eus kement implij a vez graet eus e gont ha pa vefe graet gant e c’her-tremen gantañ e-unan pe gant un den all. Ma vez kavegant ar pratik un implij er-maez lezenn eus e c’her-tremen, e rank hemañ kas keloù da vBreizhVOD ar buanañ ar gwellañ.

Aotreet eo BreizhVOD da glozañ ur gont e ken kaz e c'hoarvezfe unan eus an degouezhioù-mañ : diouer a baeamantoù, oberoù ur pratik pe eus ur gont e-maez reolennoù ar berc'henniezh intelektuel, pe n‘eus forzh peseurt ober gant ur pratik a vefe a-enep reolennoù an Divizoù Gwerzhañ Hollek-mañ

4 Kinnig ha doareoù gwerzhañ ar programm

a) Feurmiñ ur programm

Kinniget eo d'ar pratik sellet ouzh ur programm feurmet, kement ha ma kar, hag e-doug ur prantad a 48 eurvezh adalek an deiziad feurm. Evit gellout feurmiñ ha sellet ouzh ur programm e ranker chom kennasket ouzh ur rouedad Internet.

 

b) Prenañ ur programm

Ur wech pellgarget fichennaoueg ar programm e c'hell ar pratik sellet outañ kement ha ma kar hag e-doug ur prantad amzer didermen. Un aotre, hag unan nemetken a vez roet dre fichennaoueg prenet. Reiñ a ra an aotre-mañ ar gwirioù amañ da-heul :

- Ar gwir da bellgargañ fichennaoueg ar programm e-pad 8 devezh adalek deiziad prenañ ar programm

- Ret eo pellgargañ ar programm a-bezh a-raok sellet outañ hag evit pellgargañ anezhañ e ranker chom kennasket ouzh ur rouedad Internet. Chom a raio ar programm war bladenn galet urzhiataer ar pratik. Bez‘ e c'hello ar pratik - ur wech pellgarget ar programm - sellet outañ hep bezañ kennasket ouzh Internet.

 

c) Prenañ DVD ar programm (DVOD servij)

Bez' e c'hell ur pratik gourc'hemenn war hol lec'hienn ur gopienn fetis eus programmoù zo e stumm un DVD (ar re-mañ zo ur meneg en o c'hichen "Prenañ un DVD"). An DVD diouzh ar goulenn (DVOD) zo embannet e stumm MPEG-2 PAL. Klotañ a ra o stumm gant urzhiaterioù PC, Mac ha Linux m'o deus ar re-mañ ul lenner DVD hag ivez war lennerioù DVD hezoug pe lennerioù DVD ordinal. Ne c'hell ket padout un DVD bet moullet diouzh ar goulenn en tu all da 100 munutenn. Ur brenadenn a vefe enni meur a brogramm, hag a badfe en tu all da 100 munutenn, a lakafe ac'hanomp da embann meur a bladenn DVD hag a vefe neuze fakturennet d'ar pratik. Ne c'hello ket, anat deoc'h, daouhanteriñ BreizhVOD ur programm.

Kaset 'vo ar gourc'hemenn d'ar pratik d'ar chomlec'h a vo bet merket gantañ da vare krouidigezh e gont. 

 

c'h) Koumananatiñ da vBreizhVOD+

Ur wech paeet ur c'houmanant miziek e vo roet an aotre d'ar pratik da sellet ouzh kement film kinniget war lec'hienn BreizhVOD+

5 Gourc'hemenn ha penaos heuliañ ?

Heuliañ a ra ar gourc'hemenn meur a brantad :

- Dibab ur programm - pe meur a hini - gant ar pratik

- Krouidigezh ur gont personel pe mont war ur gont bet krouet dija gant ar pratik

- Sellet ouzh danevell ar gourc'hemenn

- Paeamant

- Kadarnaat ar gourc'hemenn (gwelet e vo o klikañ war an ivinell "Ma gourc'hemenn")

- Postel degemeret gant ar pratik o kadarnaat en-dro ar gourc'hemenn

- Asantet da vat ar gourc'hemenn ur wech kadarnaet ar paeamant d'ar gevredigezh Dizale

Anat deoc'h e c'hellfe BreizhVOD pe BreizhVOD+ nac'hañ seveniñ ur gourc'hemenn d'ur pratik ma vije bet trubuilhoù gantañ en a-raok.

Ma ne zeufe ket a-benn ar pratik da bellgargañ ur programm bet prenet gantañ abalamour d'un abeg teknikel bennak e ranko kas keloù da breizhvod@breizhvod.com

6 Prizioù ha doareoù da baeañ

Ur bajenn zo gouestlet d'ar prizioù e lec’hienn Breizhvod. Implijout a reer an euroioù hag ar prizioù kinniget zo gant taosoù hag all.

Evit a sell ouzh ar servij DVOD e vez kontet er priz : koust ar pellgargañ war ar programm dibabet gant ar pratik, frejoù treuzkas ar programm war ur skor DVD ha priz ar bladenn. Ouzhpennet e vo mizoù kas par da bemp euro evit pep pladenn. Kaset e vo ar programm dre lizher doare "Max 2".

Pep gourc'hemenn a rank bezañ paeet dre ar moneiz Euro, n'eus forzh ar vro ma vez urzhiet ar gourc'hemenn. Ar prizioù gwirion zo ar re merket el lec'hienn da vare enrolladenn ar gourc'hemenn (gallout a raio BreizhVOD kemm anezho pa garo). Fakturennet e vo ar programmoù war an diazez-mañ.
Ret eo da gement paeamant a denn da implij al lec'hienn www.breizhvod.com heuliañ ar reolennoù amañ da heul :

- Paeamant dre dreuzvankadenn dre ar sistem gwarezet anvet Citélis meret gant Kef Kengret Breizh. Evit dont a-benn d'ober ur seurt paeamant e ranko ar pratik kas titouroù diwar-benn niverenn e gartenn-vank, deiziad klozadur ar gartenn, hag ar skrid kuzh meneget tro-kein ar gartenn. Anat eo e vo tennet an arc'hant diwar gont ar pratik kerkent ha ma vo roet an aotre digant BreizhVOD en ober, hag a-raok ma c'hellfe ar pratik pellgargañ ar programm. A bouez kenañ eo surentez al lec'hienn www.breizhvod.com. Abalamour da se e vez implijet ganeomp ur sistem gwarezet.

- Dre chekenn pe dre gartenn evit ar gourc'hemenn DVD nemetken, evit bezañ koumanantet da vBreizhVOD+ evit ur bloavezh pe evit ar c'hinnig dreistordin 4 mizvezh evit BreizhVOD+. Ar chekenn zo da vezañ savet e anv "BreizhVOD"

Ar prizioù a zo kaoz anezho war al lec'hienn-mañ zo e talvoud evit ar werzh ledan met evit un implij personel. Ma fellfe d'ur pratik implijout ur programm e diavaez un implij personel, mont e darempred gant ar gevredigezh DIZALE : Dizale - 31, bali ar meurvor - 56 340 PLARNEL pe skrivit deomp dre bostel samuel@dizale.bzh

7 Perc'henniezh Intelektuel

Kement skrid, ali, skeudenn fiñv pe difiñv, logo, anv ha merk meneget el lec'hienn-mañ zo gwarezet dre ar gwir war ar Berc'henniezh Intelektuel ha gwir an oberourien dre ar bed holl. Hervez ar reolennoù-mañ ez eo aotreet ar skignadennoù prevez ha digoust kinniget e diabarzh tiegezh ar pratik nemetken ha pep eilenn zo miret strizh evit un implij prevez evit ar pratik nemetken ha n'int ket aotreet evit un implij hollek.
Pep gwir all zo miret strizh.
Ar gerioù "implij prevez" ne dalvezont ket ez eo aotreet ar skignadennoù e lec'hioù foran evel kluboù, mediaouegoù, busoù, bigi, ospitalioù, tavarnioù, otelioù, skolioù,...
En em engouestlañ a ra ar pratik da chom hep kemm, eilañ embann, treuzkas, gwerzhañ pe skignañ e n'eus forzh peseurt doare e vefe ar programmoù klewelet.
Dre ma vez miret strizh pep gwir, kement eilad ha pa vefe un eilad hollek pe eus ul lodenn eus al lec'hienn www.breizhvod.com pe/hag eus unan eus lodennoù al lec'hienn pe eus ar programmoù klewelet zo difennet groñs.
Kinniget e vez servijoù breizhvod d'e bratikoù gant ma vo doujet ar reolennoù-mañ :
- Chom hep eilañ, kemm pe distruj al lec'hienn pe ul lodenn eus al lec'hienn ;
- Chom hep klask nullañ, truchañ pe lakaat reuz e n'eus forzh peseurt doare e vefe kement elfenn stag ouzh al lec'hienn pe stag ouzh surentez al lec'hienn pe c'hoazh o virout implij al lec'hienn (i) pe o lakaat divizoù evit implijout al lec'hienn pe danvez al lec'hienn (ii) ;
- Chom hep implijout pe reiñ lañs d'ur sistem emgefre (ha pa vefe, robot, spider pe lenner all) pe implijout al lec'hienn evit kas kemennadennoù da implijerien breizhvod.com ;
- Chom hep dastum daveennoù personel diwar-benn nep implijer eus al lec'hienn pe eus ur servij bennak eus al lec'hienn ;
- Chom hep mont da glask implijout danvez al lec'hienn evit un abeg na vefe ket prevez ha nann kenwerzhel en un doare na vefe ket bet dezrevellet en Divizoù Gwerzhañ Hollek-mañ

8 Atebegezh

E mod ebet ne c'hello BreizhVOD pe BreizhVOD+ bezañ lakaet atebek eus implij ur programm klewelet pe eus an danvez a gaver ennañ. Ar programm kinniget zo bet savet en ur zoujañ ouzh reolennoù ar Gwir gall.
Perzhioù ar programmoù zo termenet gant BreizhVOD hag a zo par d'ar re dezrevellet el lec'hienn d’ar mare m'eo bet kaset ar gourc'hemenn. Bez' e c'hellont bezañ kemmet pe cheñchet da n'eus forzh mare.
Ar skeudennoù a gaver el lec'hienn-mañ n'o deus talvoudegezh ebet hag embannet e vezont war al lec'hienn evit reiñ un tañva nemetken eus ur programm.
Ne c'hello e mod ebet BreizhVOD bezañ lakaet atebek eus ur gaou bennak bet gouzañvet gant ur pratik en abeg da :
- Un diglot teknikel bennak etre ar programmoù kaset gant Dizale ha meziantoù implijet gant urzhiataer ar pratik ;
- Un diouer a vezañs eus al lec'hienn war ar rouedad a virfe ouzh ar pratik da c'hourc'hemenn programmoù zo pe dre vras eus n'eus forzh peseurt kudenn deknikel ;
- Un diouer eus ur programm bennak bet kinniget el lec'hienn ;
- Un darvoud dreistordinal  - "force majeure" - evel m'eo termenet gant barnadennoù al Lez-Varn a Dorridigezh c‘hall ;
- Un ober bennak pe un diouer a ober a-berzh ar pratik.

Ne ginnig ket BreizhVOD ur servij evit pakañ ur rouedad Internet. Ret eo d'ar pratik bezañ kennasket gant ur seurt rouedad a-raok gellout implijout Breizhvod. Ne c'hello ket neuze BreizhVOD bezañ lakaet kiriek eus forzh peseurt trubuilh a c'hoarvezfe war ar rouedad-mañ. Ne c'hello ket ivez hag er memes mod BreizhVOD bezañ lakaet kiriek eus liammoù "hypertext" a gasfe ar pratik war-zu lec'hiennoù all. Engouestlañ a ra ar pratik chom hep klask tagañ pe tremen dreist ar sitem diwall niverel ha chom hep lakaat pratikoù all d'ober kement-all. Evit ar pezh a sell ouzh ar gourc'hemenn programmoù  (war-bouez an DVOD), e c'hell BreizhVOD, diwar ur goulenn savet a-ratozh a-berzh ar pratik ouzh « breizhvod@breizhvod.com », reiñ an aotre da bellgargañ en-dro ur wech nemetken ar programmoù a vije bet distrujet abalamour da gudennoù teknikel o dije diverket pe distabilaet ar programmoù bet stoket war bladennoù kalet urzhiataerioù ar pratik.

9 Stlenneg ha Frankizoù

Bez‘ e c'hello BreizhVOD implijout roadennoù personel ur pratik evit seveniñ e c'hourc'hemenn pe evit kreñvaat ar c'hinnig programmoù eus Breizhvod dre hanterouriezh ur gelaouennig (pe newsletters) da skouer.
Hervez ar pezh zo skrivet e mellad 34 al lezenn n°78-17 bet embannet d‘ar 6 a viz Genver 1978 diwar-benn ar Stlenneg, ar fichennoù hag ar Frankizoù, o deus ar pratikoù ur gwir da gemm ar roadennoù personel diwar o fenn pe da nac'hañ ouzh an embregerezh en deus dastumet anezho o implijout. Gallout a ra ar pratik goulenn groñs ma vefe kemmet, klokaet, sklaeret pe hizivaet an titouroù diwar e benn ma vefent diglok, faos, damsklaer.
Evit lakaat e wirioù e pleustr e c'hell ar pratik kas keloù dre an ivinell "Darempred" - rubrikenn "Ma c'hont" pe en ur skrivañ da :
BreizhVOD - 1, straed ar Baradoz - 29 000 KEMPER
Savet eo al lec'hienn-mañ da glask bastañ ar gwellañ posupl da c'hoantoù hor pratikoù. Abalamour da se e vez implijet "cookies" gant BreizhVOD. Implij ar "c'hookie" a ro an tu deomp da c'houzout peur ez eus tremenet ur pratik war hol lec'hienn ha da wellaat neuze ar pezh a c'hell BreizhVOD kinnig dezhañ.

10 Sevel Klemm

An Divizoù Gwerzhañ Hollek-mañ zo diouzh al lezenn c'hall. Kement dizemglev a savfe etre ar pratik ha BreizhVOD a vo lakaet dindan beli lezioù-barn an Oriant. E ken kaz e c'hoarvezfe un diaester bennak da vare ar gourc'hemenn e c'hell ar pratik klask, a-raok mont dirak al lezioù-barn, un diskoulm dre gaer en ur vont da skouer e darempred gant ur gevredigezh evit difenn gwir ar vevezerien.

Lizher-kelaouiñ

A-benn bezañ kelaouet eus hon nevezentioù, darvoudoù ha distaolioù, koumanantit d'hol lizher-kelaouiñ.